Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremañ e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.
Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.
Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ.
Rak stegnañ a ran Juda evel ur wareg, leuniañ a ran Efraim, me a savo da vibien, o Sion, a-enep da vibien, o Javan! Ober a rin dit bezañ heñvel ouzh kleze un den nerzhus.