Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neñvoù. Ne vo ket roet d'e lignez, nag hervez e c'halloud m'en devo renet gantañ, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoù all e-lec'h d'ar re-se.
Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ.
Goude-se e sellis em gweledigezhioù noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreñv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriñ a rae, hag e vruzune hag e vac'he gant e dreid ar pezh a vane. Disheñvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa.
Hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un tourz en em zalc'he dirak ar stêr, ha daou gorn en doa, kerniel uhel, met unan a oa uheloc'h eget egile, hag an uhelañ a oa savet da ziwezhañ.
Hag ar bouc'h a greskas kalz-meurbet, met pa voe galloudek, e gorn bras a voe torret. En e lec'h e savas pevar all heverk, etrezek pevar avel an neñvoù.