Neuze labour ti Doue e Jeruzalem a baouezas, hag e voe harzet betek eilvet bloaz ren Dariuz roue Persia.
Daniel 11:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan. |
Neuze labour ti Doue e Jeruzalem a baouezas, hag e voe harzet betek eilvet bloaz ren Dariuz roue Persia.
En amzer Artakserksez, e skrivas Bishlam, Mitredad, Tabeel hag e genseurted all da Artakserksez roue Persia. Al lizher a oa skrivet en Aramaeg, troet en Aramaeg.
En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent,
evit kelenn dit diarvar ar gerioù a wirionez, hag evit ma responti dre c'herioù a wirionez d'ar re a c'houlenn kuzul diganit?
D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.
Goude e tihuno e nerzh hag e galon a-enep roue ar c'hreisteiz gant un arme vras. Roue ar c'hreisteiz a yelo d'ar brezel gant un arme vras ha kreñv-meurbet, met ne zalc'ho ket, dre ma vo savet iriennoù en e enep.
Ha setu ul loen all, an eil, heñvel ouzh un arzh, hag en em zalc'he war ur c'hostez. Teir c'hostezenn en doa en e c'henoù etre e zent, hag e veze lavaret dezhañ: Sav, debr kalz a gig.
Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.
Hag e welis an tourz o skeiñ war ar c'huzh-heol, war an hanternoz ha war ar c'hreisteiz, ha loen ebet ne c'helle derc'hel dirazañ, ha ne oa den da zieubiñ eus e zorn. Ober a rae ar pezh a felle dezhañ, hag e teuas da vezañ bras.
Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,
An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.