Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem.
Daniel 11:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tinodo en e benn dont gant nerzh e holl rouantelezh hag ober peoc'h gant roue ar c'hreisteiz. Hag e roio dezhañ e verc'h evit e goll. Met kement-se ne droio ket war an tu a-vat, ha ne vo ket dezhañ. |
Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem.
Jozafad en doe aon, hag en em lakaas da glask an AOTROU, hag ur yun a embannas evit holl Juda.
Ha Faraon gant un arme vras ha soudarded niverus, ne raio netra evitañ er brezel, pa vo savet tosennoù ha graet kreñvlec’hioù, evit lakaat da vervel tud niverus.
Kemer ivez ur blakenn-houarn, a lakai evel ur voger-houarn etrezout hag ar gêr. Hag e troi da zremm a-enep dezhi, hag e vo evel sezizet, hag e arsailhi anezhi. Kement-se a vo un arouez evit ti Israel.
Hag e troi da zremm a-enep Jeruzalem sezizet, da vrec'h a vo dizoloet, hag e profedi a-enep dezhi.
Goude e troio e zremm etrezek kreñvlec’hioù e vro, hag e vrañsello, e kouezho, ha ne vo ket kavet ken.
Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
Dont a reont holl evit skrapañ, o dremmoù a zo astennet war-raok, dastum a reont prizonidi evel traezh.
C’hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c’hoantek da vont da Jeruzalem.
Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?