Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.
Daniel 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Roue ar c'hreisteiz, droug ennañ, a yelo er-maez hag a stourmo a-enep roue an hanternoz. Sevel a raio ur maread bras, hag ar maread a vo lakaet etre e zaouarn. |
Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.
Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.
Ha bremañ em eus roet an holl vroioù-se da Nebukadnezar roue Babilon, va servijer, ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier evit e servijañ.
Goude bezañ trec'het ar maread, e galon a c'hwezo. Lakaat a raio milieroù da gouezhañ, met ne vo ket kreñvaet a gement-se.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
Met keleier eus ar sav-heol hag eus an hanternoz a zeuio d'e drubuilhañ, hag e yelo er-maez gant ur fulor bras evit distrujañ ha kas da get kalz.
Roue ar c'hreisteiz a vo kreñv, met unan eus e bennoù a zeuio da vezañ nerzhusoc'h egetañ hag a reno; e vestroniezh a vo ur vestroniezh vras.
Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.
Hag e welis anezhañ o tapout an tourz; hag o kounnariñ en e enep, e vountas an tourz hag e torras e zaou gorn dezhañ. An tourz n'en doa nerzh ebet evit herzel outañ. E deurel a reas d'an douar hag en mac'has, ha ne oa den da zieubiñ an tourz eus e zorn.