Evel ma'z ae an heol da guzhat, ur morgousk bras a gouezhas war Abram. Ha setu, ur spont hag un deñvalijenn vras a gouezhas warnañ.
Daniel 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e klevis mouezh e gomzoù, ha pa em boe o c'hlevet e kouezhis war va dremm o kousket, va dremm d'an douar. |
Evel ma'z ae an heol da guzhat, ur morgousk bras a gouezhas war Abram. Ha setu, ur spont hag un deñvalijenn vras a gouezhas warnañ.
Neuze an AOTROU Doue a lakaas ur morgousk bras war Adam, hag e kouskas. Kemer a reas unan eus e gostezennoù hag e stardas ar c'hig en he lec'h.
dre huñvre, dre weledigezh noz, pa gouezh ur c'housk war an dud, e-pad ma kouskont war o gwele.
E-kreiz va soñjoù e-pad gweledigezhioù an noz, pa gouezh ur c'housk pounner war an dud,
Kousket e oan, met va c'halon a veilhe. Setu mouezh va muiañ-karet, skeiñ a rae: Digor din va c'hoar, va c'haredig, va c'houlm, va hini beurvat! Rak va fenn a zo gleb gant ar glizh ha va rodelloù gant takadennoù an noz.
Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.
Evel ma komze ouzhin e chomis sabatuet war va dremm d'an douar. Hag e stokas ouzhin hag e reas din en em zerc'hel em sav el lec'h ma oan.
Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.
O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c’havas kousket gant an dristidigezh,
Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c’hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c’hloar hag an daou zen a oa gantañ.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,