Daniel 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Neuze e chomis va-unan hag e welis ar weledigezh vras-se, ha ne chomas ennon nerzh ebet. Liv va dremm a cheñchas hag e teuas da vezañ morlivet, ha ne'm boe ken a nerzh.
Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.
Ha me, Daniel, a voe dinerzh ha klañv deizioù-pad, ha goude e savis hag e ris war-dro aferioù ar roue. Souezhet e oan gant ar weledigezh, met den n'anavezas anezhi.
Hag e welis anezhañ o tapout an tourz; hag o kounnariñ en e enep, e vountas an tourz hag e torras e zaou gorn dezhañ. An tourz n'en doa nerzh ebet evit herzel outañ. E deurel a reas d'an douar hag en mac'has, ha ne oa den da zieubiñ an tourz eus e zorn.
Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.
Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac’hanon va-unan. Met me n’on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.
Ha gant aon n’en em c’hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c’hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c’hrabanata, evit n’en em uhelafen ket.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,