Kousket e oan, met va c'halon a veilhe. Setu mouezh va muiañ-karet, skeiñ a rae: Digor din va c'hoar, va c'haredig, va c'houlm, va hini beurvat! Rak va fenn a zo gleb gant ar glizh ha va rodelloù gant takadennoù an noz.
Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.
Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,