Daniel 10:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an hini en doa neuz un den a stokas ouzhin a-nevez hag am c'hreñvaas. |
En deiz ma em eus da bedet, ec'h eus va selaouet, dieubet ec'h eus ac'hanon ha nerzhet va ene.
Ha setu un dorn a stokas ouzhin hag a reas din en em lakaat war va daoulin ha war balvoù va dorn.
Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.
E-pad ma sellen me, Daniel, ar weledigezh, ha ma klasken he disklêriadenn, setu en em zalc'has dirazon evel neuz un den.
Evel ma komze ouzhin e chomis sabatuet war va dremm d'an douar. Hag e stokas ouzhin hag e reas din en em zerc'hel em sav el lec'h ma oan.
Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
O vezañ tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioù Galatia ha Frigia, en ur greñvaat an holl ziskibien.
evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,
kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,
David a welas e oa aet Saül da glask e vuhez, hag en em zalc'has e gouelec'h Zif, er goadeg.