Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 10:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Penaos e c'hellfe servijer va aotrou komz gant va aotrou, bremañ n'eus ken ennon nerzh ebet, ha ne chom anal ebet ganin?

Ver Capítulo Copiar




Daniel 10:17
11 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reot: Setu, da servijer Jakob a zeu war hol lerc'h. Rak lavarout a rae: Dousaat a rin anezhañ gant ar prof a ya dirazon, ha goude-se e welin e zremm, marteze e tegemero ac'hanon en un doare trugarezus.


Hag e lavaras: Ne c'helli ket gwelout va dremm, rak an den ne c'hell ket gwelout ac'hanon ha bevañ.


Neuze e chomis va-unan hag e welis ar weledigezh vras-se, ha ne chomas ennon nerzh ebet. Liv va dremm a cheñchas hag e teuas da vezañ morlivet, ha ne'm boe ken a nerzh.


Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!


Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.


Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.


Gedeon a welas e oa ael an AOTROU hag a lavaras: Siwazh, Aotrou AOTROU! Rak gwelet em eus ael an AOTROU dremm ouzh dremm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos