Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.
Daniel 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu un dorn a stokas ouzhin hag a reas din en em lakaat war va daoulin ha war balvoù va dorn. |
Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.
Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.
Evel ma komze ouzhin e chomis sabatuet war va dremm d'an douar. Hag e stokas ouzhin hag e reas din en em zerc'hel em sav el lec'h ma oan.
evel ma komzen c'hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da'm c'havout, da goulz donezon an abardaez.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,