Apocalyps 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan. |
Teuziñ a reas peder lagadenn aour a lakaas ouzh he fevar c'horn, div lagadenn ouzh ur c'hostez, ha div lagadenn ouzh ar c'hostez all.
Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.
Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket.
En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.
Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, hag e c'houlennis digantañ ar wirionez war an holl draoù-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklêriadenn anezho.
En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.
rak bez’ e vo neuze ur glac’har ken bras evel n’eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.
rak bez’ e vo en deizioù-se an hevelep glac’har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n’eus ket bet, ha ne vo biken.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
N’eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac’haroù, o c’houzout penaos ar glac’har a zegas an dalc’husted,
Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizoù Doue, abalamour d’ho pasianted ha d’ho feiz en hoc’h holl heskinoù hag er c’hlac’haroù a c’houzañvit,
Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzañvet en diavaez eus an nor.
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad
Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.
Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec’het al loen, e skeudenn, e verk ha niver e anv, en em zalc’he war ar mor gwer hag o doa telennoù Doue ganto.
Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.
Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.
Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,
Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.