Apocalyps 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede bev a lavare: Deus ha gwel. Me a sellas ha setu, ur marc’h du en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur valañs en e zorn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa hen doe an Oan digoret an trede siel, e kleviz an trede aneval o lavaret: Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h du, hag an hini a oa var he gein a oa ganthan en he zorn eur re‐balansou. |
Hag e lavaras din: Mab an den, setu, ez an da derriñ bazh ar bara e Jeruzalem. Debriñ a raint bara dre bouez hag er glac'har, evañ a raint dour dre vuzul hag er spouron,
Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.
Ar c'hezeg du ouzh unan eus ar c'hirri a ya etrezek bro an hanternoz, hag ar re wenn a ya war o lerc'h. Ar re varellet a ya war-zu bro ar c'hreisteiz.
Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec’h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar.
Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,
Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.