Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.
Apocalyps 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret: |
Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.
Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!
Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas
N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
Ar bloavezh ma varvas ar roue Ozia e welis an AOTROU azezet war un tron uhel ha savet, ha plegoù e zilhad a leunie an templ.
Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.
Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.
O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.
hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,
Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue,
Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.
Unan eus ar pevar bev a roas d’ar seizh ael seizh hanaf aour, leuniet gant kounnar an Doue a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.
Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar bev en em stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia!
Ha kerkent e voen estlammet er spered. Ha setu, un tron a oa savet en neñv hag unan bennak azezet war an tron.
En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.
Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d’an hini a oa azezet war an tron, d’an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù,
Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.
P’en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c’hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.
An holl aeled en em zalc’he en-dro d’an tron, d’an henaourien ha d’ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec’h azeuljont Doue