Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.
Apocalyps 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na vezo malloz e‐bed ken; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan. |
Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.
Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.
An dro he devo triwec'h mil ilinad, hag adalek hiziv, anv kêr a vo: An AOTROU a zo amañ.
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.
Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec’h deoc’h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec’h m’emaon e viot c’hwi ivez.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Milliget ra vo an hini na beurc'hraio ket komzoù al lezenn-mañ ha na raio ket diouto! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!
Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d’hon Doue a zo azezet war an tron ha d’an Oan.
Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.