Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.
Apocalyps 20:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar marv ha lec’h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar maro hag an ifern a oe taolet el lenn a dan: hennes eo an eil maro. |
Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.
Rak ret eo d’ar c’horf breinus-mañ gwiskañ an divreinusted ha d’ar c’horf marvel-mañ gwiskañ an divarvelezh.
an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.
ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.
Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.
Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n’en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.
Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.
Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.