Ro dezho hervez o oberennoù hag hervez drougiezh o oberoù. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo dleet dezho.
Apocalyps 20:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gwelet a riz ive ar re varo, bihan ha braz, en ho za dirag Doue; hag al levriou a oe digoret. Digoret a oe ive eul levr all, an hini a zo al levr a vuez. Hag ar re varo a oe barnet hervez ho oberou, diouz an traou a oa scrivet el levriou. |
Ro dezho hervez o oberennoù hag hervez drougiezh o oberoù. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo dleet dezho.
Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.
Mar lavarez: Setu, n'hon eus ket anavezet, ha ne glevo ket an hini a bouez ar c'halonoù? Ha ne ouezo ket an hini a ziwall da ene? Ha ne roio ket en-dro da bep hini hervez e oberennoù?
Na lavar ket: Ober a rin dezhañ evel m'en deus graet din, reiñ a rin d'an den-se hervez e oberoù.
Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.
Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.
bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.
Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.
Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h.
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.
hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c’hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.
Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.
Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.
Ur vouezh a zeuas eus an tron, o lavarout: Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerien, c’hwi a zouj anezhañ, bihan ha bras.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.
Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.
Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.
Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet.
An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.