Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.
Apocalyps 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien‐ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e‐bed, nemed gant an hini a receo anezhan. |
Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.
Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ur pod, laka ennañ un omer leun a vann, ha laka anezhañ dirak an AOTROU da vezañ miret a rummadoù da rummadoù.
Ar galon a anavez he c’hwervoni dezhi hec'h-unan, hag unan all n'en devo ket lod en he levenez.
Rak an hini a gerzh a-dreuz, euzh en deus an AOTROU outañ, met mignon eo d'ar re a zo eeun.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: D'ar spazhidi hag a vir va deizioù sabad hag a zibab ar pezh a blij din hag en em stag ouzh va emglev,
e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.
Neuze ar broadoù a welo da reizhder, hag an holl rouaned da c'hloar, hag e vi galvet dre un anv nevez, en devo genoù an AOTROU disklêriet.
Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,
Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.
Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.