Apocalyps 19:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a ris un ael all en em zalc’he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d’an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gwelet a riz eun eal en he za en heol, hag a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret d’an holl lapoused a nije dre greiz an env: Deuit, hag en em dastumit assambles evit fest an Doue braz; |
Va hêrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d'he debriñ.
Holl laboused an neñvoù o deus en em zalc'het en he dismantroù, hag holl loened ar parkeier a zo aet etre he barroù,
Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.
Ar peurrest a voe lazhet gant ar c’hleze a zeue eus genoù an hini a oa pignet war ar marc’h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c’hig.
Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ!
Ar Filistin a lavaras c'hoazh da Zavid: Deus da'm c'havout, hag e roin da gig da laboused an neñv ha da loened ar parkeier.