Apocalyps 14:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m’he deus roet da evañ d’an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret: Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll. |
Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d'an douar.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU a-enep Babilon hag a-enep bro ar Galdeiz, dre ar profed Jeremiaz, er gerioù-se:
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?
N'eus louzoù ebet ouzh da c'hloaz, da c'houli a zo grevus. An holl re a glevo komz diwar da benn a stlako o daouarn warnout. Rak piv n'en deus ket klevet dalc'hmat da zrougiezh o tremen?
O c’horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec’h ma’z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.
Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.
rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c’hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.