Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Nahum 3:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 N'eus louzoù ebet ouzh da c'hloaz, da c'houli a zo grevus. An holl re a glevo komz diwar da benn a stlako o daouarn warnout. Rak piv n'en deus ket klevet dalc'hmat da zrougiezh o tremen?

Ver Capítulo Copiar




Nahum 3:19
20 Referencias Cruzadas  

Stlaket e vo an daouarn a-enep dezhañ, c'hwitellet e vo pa yelo kuit.


Setu, klevet ec'h eus petra o deus graet rouaned Asiria d'an holl vroioù ha penaos o deus distrujet anezho holl. Ha te a vefe dieubet?


Gwir eo, AOTROU, penaos rouaned Asiria o deus gwastet an holl vroadoù hag o bro,


Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiñ kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket hag ober anezho toulloù evit an aourgon.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Da c'houli a zo dibareüs, ha da c'hloaz poanius.


Pign da C'halaad da gemer balzamoù, gwerc'hez merc'h an Ejipt! En aner e liesaez al louzeier, ne vi ket pareet.


An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C'hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc'h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c'haerder, levenez an douar holl?


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus stlaket da zaouarn ha skoet da zreid, ha laouenaet faeüs en da ene diwar-benn bro Israel,


Sav, kae da Ninive ar gêr vras, ha kri a-enep dezhi, rak o drougiezh a zo pignet betek ennon.


Rak he gouli a zo dibareüs, mont a ra betek Juda, tapout a ra betek dor va fobl, betek Jeruzalem.


Roet e voe dezhañ ar galloud d’ober brezel ouzh ar sent ha d’o zrec’hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.


Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios