Apocalyps 14:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc’he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou‐ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal. |
Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur skourr alamandezenn.
Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.
Sellout a raen, ha setu en astennidigezh a oa dreist penn ar cherubined, en em ziskouezas un neuz heñvel ouzh un tron, evel ur maen safir a-us dezho.
Sellout a raen, ha setu ma oa peder rod e-kichen ar cherubined, ur rod e-kichen pep cherubin, ha neuz ar rodoù a oa evel liv ur maen krizolit.
Hag e kasas ac'hanon etrezek dor an hanternoz, dirak an ti. Hag e sellis, ha setu, gloar an AOTROU a leunie ti an AOTROU, hag e kouezhis war va dremm.
Degas a reas ac'hanon da zigor al leurenn; hag e sellis, ha setu, e oa un toull er voger.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.
Ha me Daniel a sellas, ha setu daou all en em zalc'he en o sav, unan en tu-mañ da ribl ar stêr, hag egile en tu all da ribl ar stêr.
Hag e c'hoarvezo ma vo salvet piv bennak a c'halvo anv an AOTROU, rak ar silvidigezh a vo war Venez Sion hag e Jeruzalem, evel m'en deus lavaret an AOTROU, hag e-touez an nemorant a vo galvet gant an AOTROU.
Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.
hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.
hag e lavaras din: Petra a welez? Hag e lavaris: Sellout a ran, ha setu ez eus ur c'hantolor aour, gant ul lestr en e grec'h, hag e seizh lamp outañ, gant seizh korzenn evit ar seizh lamp e krec'h ar c'hantolor,
Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.
Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc’h lemm.
Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.
Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.