met ma'z out distroet, ma ec'h eus debret bara hag evet dour el lec'h em boa lavaret dit: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, da gorf marv ned aio ket e bez da dadoù.
Apocalyps 11:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c’horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha tud a‐douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e‐pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou. |
met ma'z out distroet, ma ec'h eus debret bara hag evet dour el lec'h em boa lavaret dit: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, da gorf marv ned aio ket e bez da dadoù.
P'en defe bet un den kant bugel, hag en defe bevet niver a vloavezhioù, ha ma vefe liesaet deizioù e vloavezhioù, ma n'en deus ket bet e ene e walc'h a vadoù, ma n'en deus ket bet ur bez evitañ, me a lavar eo gwelloc'h ur sioc'han egetañ.
Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.
Korfoù marv ar bobl-mañ a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar, ha ne vo den da drubuilhañ anezho.
Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.
Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.
Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec’h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.
Roet e voe dezhañ ar galloud d’ober brezel ouzh ar sent ha d’o zrec’hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.
Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.
P’en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c’hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,