Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 11:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Ha tud a‐douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e‐pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c’horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 11:9
14 Referencias Cruzadas  

rag diouz ar varn ma varnit e veot barnet; ha diouz ar muzur ma vuzurit e vezo muzuret deoc’h.


Neuze e lavaraz d’in: Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane.


Mes goude an tri devez hanter‐ze, ar Spered a vuez digasset a‐berz Doue a antreaz enhe, hag e savjont adare var ho zreid, hag eur spount vraz a gwezaz var ar re a velaz anezhe,


Hag e oe roet ive dezhan ar galloud da ober brezel d’ar zent, ha da veza treac’h dezhe. Hag e oe roet dezhan galloud var bep tribu, ha langach, ha nation.


Goude‐ze e lavaraz d’in: An doureier ec’h euz gwelet, var bere eo azezet ar c’hast, a zo poblou, hag eur foul vraz, ha nationou, ha langachou.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos