Apocalyps 11:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet‐se ho devezo tourmantet habitanted an douar. |
Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: Ha ne'm eus ket lavaret dit, ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met an droug?
Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!
AOTROU va Doue, sell, va selaou! Ro sklêrijenn da'm daoulagad, gant aon na gouskfen a gousk ar marv,
Ra ne laouenaio ket diwar va fenn va enebourien disleal, ra ne wigno ket gant o lagad ar re am c'hasa hep abeg!
Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.
Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,
Na gav ket dudi o welout deiz da vreur, deiz e enkrez; na laouena ket war vibien Juda en deiz o distruj; na zigor ket ur genoù frank en deiz an estrenvan;
Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
O klevout kement-se, e voe droug en o c’halonoù hag en em guzuilhjont evit o lakaat da vervel.
Pa welas an aerouant e oa bet taolet war an douar, e redas war-lerc’h ar wreg he doa ganet ar mab.
Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.
Ar pempvet ael a skuilhas e hanaf war dron al loen. E rouantelezh a zeuas leun a deñvalijenn hag an dud en em grogas en o zeodoù gant ar boan.
Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.