Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 11:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet‐se ho devezo tourmantet habitanted an douar.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 11:10
29 Referencias Cruzadas  

Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, c’houi a welo, hag a huanado, hag ar bed a vezo er joa; c’houi a vezo en dristidigez; mes ho tristidigez a vezo troet en joa.


Ar bed na hell ket ho kasaad; mes kasaad a ra ac’hanoun‐me, abalamour ma roan testeni divar he ben penaos eo fall he oberou.


O klevet kement‐se, e skrignent ho dent, hag en em guzulent evit ho lakaad d’ar maro.


ne sonj droug e‐bed; ne gemer ket a blijadur en injustis, mes en em rejouissa a ra deuz ar wirionez;


Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.


Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho‐unan gant ho dent.


Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos