Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoù am eus disklêriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mañ, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoù-se.
Apocalyps 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz d’in: Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane. |
Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoù am eus disklêriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mañ, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoù-se.
Hag e lavaras din: Mab an den, profediñ a ri war an eskern-se hag e lavari: Eskern disec'het, selaouit ouzh komz an AOTROU.
Hag e lavaras din: Profediñ a ri d'ar spered, profediñ a ri, mab an den, hag e lavari d'ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c'hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint.
Kemer a ris al levr bihan eus dorn an ael hag e lonkis anezhañ. Dous e voe em genoù evel mel, met pa em boe e lonket, va bouzelloù a voe leuniet a c’hwervder.
Roet e voe din ur walenn heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.
Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c’horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez.
Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.
Bez’ int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n’eo ket c’hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell.
An dek korn ac’h eus gwelet a zo dek roue n’o deus ket resevet c’hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen.
Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,