Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Roet e voe din ur walenn heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Neuze e oe roet d’in eur gorzen henvel ouz eur wialen; hag an eal a zeuaz, hag a lavaraz: Sav, ha deuz da vuzuri templ Doue, hag an aoter, hag ar re a zo eno oc’h adori.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 11:1
15 Referencias Cruzadas  

Lakaat a rin ar varnedigezh da vezañ eeun hag ar reizhder da vezañ rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou.


Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.


Mont a rejont kuit eus Hazerod hag e kampjont e Ritma.


Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.


An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos