Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 10:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Neuze e lavaraz d’in: Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 10:11
13 Referencias Cruzadas  

Hag e kemeriz al levr bihan euz a zorn an eal, hag e tebriz anezhan; hag e oe em genou dous evel mêl, mes pa em boe lounket anezhan, va entraillou a oe leun a c’hoervder.


Neuze e oe roet d’in eur gorzen henvel ouz eur wialen; hag an eal a zeuaz, hag a lavaraz: Sav, ha deuz da vuzuri templ Doue, hag an aoter, hag ar re a zo eno oc’h adori.


Ha tud a‐douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e‐pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou.


Hag e veliz eun eal all o nijal dre greiz an env, hag an Aviel eternel ganthan, evit he brezeg d’ar re a zo o choum var an douar, da bep nation, da bep tribu, da bep langach ha da bep pobl,


Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer.


Hag an deg corn ec’h euz gwelet, a zo deg roue, pere n’ho deuz ket c’hoas recevet ar rouantelez; mes, evit eun heur, e recevint, assambles gant al loen, ar galloud evel rouane.


Goude‐ze e lavaraz d’in: An doureier ec’h euz gwelet, var bere eo azezet ar c’hast, a zo poblou, hag eur foul vraz, ha nationou, ha langachou.


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos