sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,
Apocalyps 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en‐dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan. |
sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,
Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.
Evel ma komze Aaron da holl vodadenn mibien Israel, e tistrojont etrezek ar gouelec'h, ha setu, gloar an AOTROU en em ziskouezas er goabrenn.
E zivhar a zo peulioù alabastr, lakaet war diazezoù aour glan. E stumm a zo evel al Liban, kaer evel ar sedrez.
Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
Kement-mañ a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n'en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c'hourdrouzfen ken ac'hanout.
Doare ar gouloù a skede a bep tu a oa heñvel ouzh doare ar wareg a zo er goabrenn un devezh a c'hlav. Doare stumm gloar an AOTROU e oa. Pa welis, e kouezhis war va dremm, hag e klevis ur vouezh o komz.
E gorf a oa evel a grizolit, e zremm a lugerne evel ul luc'hedenn, e zaoulagad a oa evel lampoù-tan, e zivrec'h hag e dreid a oa o skediñ evel liv arem lufret, mouezh e gomzoù a oa evel mouezh un engroez.
Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.
Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.
ha, war-dro kreisteiz, o roue, em eus gwelet en hent ur sklêrijenn eus an neñv, lugernusoc’h eget an heol, hag a splanne en-dro din hag en-dro d’ar re a rae hent asambles ganin.
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c’hloar.
Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d’an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.
Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc’houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn.
An hini a oa azezet a oa heñvel a zoare ouzh ur maen-yalp hag un agatenn-ruz. An tron a oa kelc’hiet gant ur wareg-c’hlav a oa heñvel a zoare ouzh un emrodezenn.
Gwelout a ris un ael galloudek a grie gant ur vouezh kreñv: Piv a zo dellezek da zigeriñ al levr ha da zieren ar sielloù?
Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ!