Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 10:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Hag e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en‐dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 10:1
28 Referencias Cruzadas  

Hag e oe transfiguret dirazhe; he vizach a zeuaz lugernuz evel an heol, hag he zillad skeduz evel ar sclerijen.


Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz.


var‐dro kreiz an deiz, o roue, pa oann en hent, e veliz eur sclerijen euz an env, skedussoc’h eged an heol, hag a lugernaz en‐dro d’in, ha d’ar re a rea hent assambles ganen.


Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.


Goude‐ze, e veliz eun eal all, o tisken euz an env, hag hen doa eur galloud braz. An douar a oe sclerijennet gant he c’hloar.


Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret: Evel‐se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ha den na hello mui he c’havout.


Goude‐ze e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn;


Hag an hini a oa azezet, a zeblante beza henvel ouz eur mean jasp ha sardoin; hag eur ganeveden a oa en‐dro d’an tron, ha da velet e oa henvel ouz eur mean emeraud.


Gwelet a riz ive eun eal galloudus, o crial gant eur vouez krenv: Piou a zo dign da zigeri al levr, ha da zistaga he ziellou?


Goude‐ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel: Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos