Klevout a rejont trouz an AOTROU Doue a gerzhe el liorzh en aezhenn an abardaez. Adam hag e wreg en em guzhas a-zirak dremm an AOTROU Doue, e-touez gwez al liorzh.
Amoz 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho, |
Klevout a rejont trouz an AOTROU Doue a gerzhe el liorzh en aezhenn an abardaez. Adam hag e wreg en em guzhas a-zirak dremm an AOTROU Doue, e-touez gwez al liorzh.
N'eus na teñvalijenn na skeud ar marv e-lec'h ma c'hellfe en em guzhat ar vicherourien a zireizhder.
An Aotrou en deus lavaret: O degas a rin eus Basan, o degas a rin eus donderioù ar mor,
En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.
Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.
Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.