Amoz 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 pa vefent kaset en harlu dirak o enebourien, e c'hourc'hemennin d'ar c'hleze o lazhañ, hag e lakain va daoulagad warno evit ober droug dezho ha nann mad.
Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
Met c'hoarvezout a reas, da veilhadenn ar mintin, penaos an AOTROU er golonenn a dan hag a goabrenn a sellas ouzh kamp an Ejipsianed hag a lakaas an dizurzh.
Rak troet em eus va dremm a-enep ar gêr-mañ, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.
Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken.
Kae ha komz ouzh Ebed-Melek an Etiopiad, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ an traoù am eus disklêriet evit an drougeur ha nann evit ar mad, hag e vint sevenet dirazout en deiz-se.
Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
Setu, daoulagad an Aotrou AOTROU a zo war ar rouantelezh bec'herez-se, hag e tistrujin anezhi a-ziwar c'horre an douar. Koulskoude ne zistrujin ket holl di Jakob, eme an AOTROU.
Rak a-raok an deizioù-se ne oa gopr ebet evit an den, na gopr ebet evit al loen; hag evit ar re a yae hag a zeue ne oa peoc'h ebet en abeg d'an enebour, dre ma kasen an holl dud an eil a-enep egile.