Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea.
Amoz 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn. |
Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea.
Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.
petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.
Roue Asiria a selaouas outañ. Pignat a reas a-enep Damask, hag e tapas anezhi, hag e harluas he fobl betek Kir, hag e lakaas Rezin d'ar marv.
Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.
Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.
Rak an aned ne vez ket gwasket gant ar ruilh, war ar c'houmin ne vez ket lakaet da dreiñ rod ar c'harr, met e vez pilet an aned gant ur wialenn hag ar c'houmin gant ur vazh.
Setu ma ran ur freuz lemm nevez-flamm evidout, gant bizied; mac'hañ a ri ar menezioù, o bruzunañ a ri, hag e lakai ar c'hrec'hioù da vezañ heñvel ouzh pell.
Met a-raok ma ouio ar bugel disteurel an droug ha dibab ar mad, ar vro a gasaez a vo dilezet gant he daou roue.
Rak kêrbenn ar Siria eo Damask, penn Damask eo Rezin. A-benn pemp bloaz ha tri-ugent, Efraim a vo lakaet a-dammoù ha ne vo ken ur bobl.
Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioù Damask ha preizh Samaria.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Gaza, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus harluet evel sklaved un engroez a-bezh evit o dereiñ da Edom.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Moab, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus devet ha pulluc'het eskern roue Edom.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n'o deus ket miret e reolennoù, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoù war o lerc'h.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwerzhet an hini reizh evit arc'hant, hag an hini paour evit ur re votoù-lêr.
Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel.