Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 1:11
28 Referencias Cruzadas  

Bremañ, setu mibien Ammon ha Moab, hag ar re eus menez Seir, ha na'z poa ket lezet mibien Israel da vont en o zouez pa zeuent eus bro Ejipt, hag e tistrojont diouto ha n'o deus ket o distrujet,


setu e paeont ac'hanomp en ur zont da gas ac'hanomp kuit eus da hêrezh, ac'h eus hol lakaet da berc'hennañ.


Rak deuet e oa c'hoazh an Edomiz, o doa kannet Juda ha tapet prizonidi.


AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!


Hon adsav, o Doue hor silvidigezh, laka da erez da baouez a-enep deomp!


Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.


Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.


Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc'h.


An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoù peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.


Ho karet em eus, eme an AOTROU, hag e lavarit: E petra ec'h eus hor c'haret? Ezaü, ha ne oa ket breur Jakob? Koulskoude em eus karet Jakob,


Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.


Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,


Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos