Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.
Adlezenn 4:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Emaon o vont da vervel er vro-mañ, ne dremenin ket ar Jordan, met c'hwi a dremeno hag a berc'henno ar vro vat-se. |
Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.
Sellout a ri outi. Ha neuze, te ivez a vo dastumet gant da bobl, evel m'eo bet dastumet Aaron da vreur,
dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e gouelec'h Zin pa dabutas ar vodadenn, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon dirak o daoulagad en abeg d'an dour, doureier Meriba, e Kadesh, e gouelec'h Zin.
An AOTROU a fuloras a-enep din ivez en abeg deoc'h, ha lavaret en deus: Te kennebeut ned i ket enni.
Me az ped, ma tremenin ha ma welin ar vro vat-se a zo en tu all d'ar Jordan, ar menez mat-se hag al Liban.
Pign war-lein ar Pisga, sav da zaoulagad war-zu ar c'huzh-heol ha war-zu an hanternoz ha war-zu ar c'hreisteiz ha war-zu ar sav-heol, ha sell gant da zaoulagad; met ne dremeni ket ar Jordan-se.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d'en em gavout e teltenn an engalv.