Zabulon a vo o chom war vord ar morioù, bez' e vo en aod al listri hag e harzoù etrezek Sidon.
Adlezenn 33:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a galvo ar pobloù d'ar menez, eno e kinnigint aberzhoù a reizhder, dre ma sunint fonnusted ar mor ha teñzorioù kuzhet en traezh. |
Zabulon a vo o chom war vord ar morioù, bez' e vo en aod al listri hag e harzoù etrezek Sidon.
Ra ginnigint aberzhoù a drugarekadennoù, ha ma tisklêrint e oberennoù o kanañ gant levenez.
An aberzhoù a blij da Zoue eo ur spered bruzunet. O Doue! Ne zisprizez ket ur galon bruzunet ha keuziek.
Te a gaso hag a blanto anezho war venez da hêrezh, el lec'h ma ec'h eus kempennet da chomadur, o AOTROU , er santual, Aotrou, o deus diazezet da zaouarn.
Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.
Sunañ a ri laezh ar broadoù, sunañ a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.
Neuze e weli hag e lugerni, da galon a drido hag a laouenaio, rak fonnusted ar mor a droio etrezek ennout, ha nerzhioù ar broadoù a zeuio da'z ti.
Meur a vroad a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.
E lakaet en deus da varc'hekaat war lec'hioù uhel an douar ha da zebriñ frouezh ar parkeier, da chugal mel ar roc'h hag eoul ar reier kalet,
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.