Hag aozet em eus ul lec'h evit an arc'h, e-lec'h m'emañ emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant hon tadoù pa dennas anezho eus bro an Ejipt.
Adlezenn 31:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemerit levr al lezenn-mañ, lakait anezhañ e-kichen arc'h emglev an AOTROU ho Toue, hag e vo eno evel test a-enep dit, |
Hag aozet em eus ul lec'h evit an arc'h, e-lec'h m'emañ emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant hon tadoù pa dennas anezho eus bro an Ejipt.
Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt.
Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.
rak anavezout a ran da zisentidigezh ha da c'houzoug reut. Setu, e-pad ma'z on c'hoazh hiziv bev ganeoc'h, ez oc'h disentus ouzh an AOTROU, pegement mui ne viot ket goude va marv!
Moizez a skrivas al lezenn-mañ, a roas d'an aberzhourien mibien Levi, ar re a zouge arc'h emglev an AOTROU, ha da holl henaourien Israel.
Neuze Samuel a lavaras dirak ar bobl gwirioù ar rouantelezh, hag o skrivas en ul levr, a lakaas dirak an AOTROU . Ha Samuel a gasas kuit an holl bobl, pep hini d'e di.