Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt.
Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU .
Moizez a gemeras eta ar gwad hag a sparfas anezhañ war ar bobl, en ur lavarout: Setu gwad an emglev en deus graet an AOTROU evidoc'h hervez e holl gomzoù.
Eñ a voe eno gant an AOTROU daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, ha ne zebras ket bara ha ne evas ket dour. Hag e skrivas war an taolennoù komzoù an emglev, an dek komz.
Pa'z on pignet war ar menez evit degemer an taolennoù maen, taolennoù an emglev en deus graet an AOTROU ganeoc'h, ez on chomet war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour.