Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Ha Salomon en em zalc'has en e sav dirak aoter an AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:22
13 Referencias Cruzadas  

P'en doe echuet Salomon d'ober ar bedenn-se hag ar goulenn-se ouzh an AOTROU, e savas a-zirak aoter an AOTROU, e-lec'h ma oa daoulinet, hag e zaouarn astennet war-zu an neñvoù,


Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen ar golonenn, hervez ar c'hiz, hag ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue. Holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, hag e soned gant an trompilhoù. Neuze Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!


Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.


Hag en amzer donezonoù an abardaez e savis eus va glac'har gant va dilhad ha va mantell roget, e stouis war va daoulin, e savis va daouarn war-zu an AOTROU va Doue,


Mar lakaez prest da galon, mar astennez da zaouarn etrezek ennañ,


Selaou mouezh va goulennoù pa grian dit, pa savan va daouarn etrezek da santual.


Rak da vadelezh a zo gwelloc'h eget ar vuhez, va muzelloù a gano da veuleudi.


O welout ar golonenn a goabrenn en em zalc'he ouzh digor an deltenn, an holl bobl a save ha pep hini en em lakae war e zaoulin dirak dor e deltenn.


Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec'h astennin va daouarn etrezek an AOTROU , ar c'hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c'hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d'an AOTROU .


Moizez a guitaas Faraon, a yeas kuit eus kêr hag a astennas e zaouarn war-zu an AOTROU . Ar c'hurunadoù hag ar grizilh a baouezas, hag ar glav ne voe ken skuilhet war an douar.


Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos