Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.
Adlezenn 31:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se e skrivas Moizez ar c'hantik-mañ, hag en kelennas da vibien Israel. |
Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.
Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.
Moizez a skrivas al lezenn-mañ, a roas d'an aberzhourien mibien Levi, ar re a zouge arc'h emglev an AOTROU, ha da holl henaourien Israel.
Moizez a zeuas hag a zisklêrias holl gomzoù ar c'hantik-mañ e divskouarn ar bobl, ha Jozue mab Nun a oa gantañ.