Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.
Adlezenn 30:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N'emañ ket e tu all d'ar mor, evit ma lavari: Piv a dremeno d'an tu all d'ar mor d'e zegas deomp ha d'e reiñ deomp da glevout, evit ma raimp dioutañ? |
Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.
rak ar furnez a zo gwelloc'h eget ar perlez, ha kement a c'hellfed c'hoantaat ne dalvez ket anezhi.
Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da’z kerc’hat d’e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.
Dre-se em eus kerkent kaset da’z kavout, ha mat ec’h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc’hemennet dit.
Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc’he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d’hor sikour.
N'emañ ket en neñvoù, evit ma lavari: Piv a bigno d'an neñv d'e zegas deomp ha d'e reiñ deomp da glevout, evit ma raimp dioutañ?