Reiñ a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac'hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc'h.
Adlezenn 29:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met gant an hini en em ziskouez amañ ganeomp hiziv dirak an AOTROU hon Doue, ha gant an hini n'emañ ket amañ ganeomp hiziv. |
Reiñ a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac'hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc'h.
Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.
Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho.
Rak an ozhac’h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac’h, anez da-se ho pugale a vije dic’hlan, e-lec’h bremañ ez int santel.
C'hwi a oar penaos ez omp bet o chom e bro Ejipt ha penaos hon eus tremenet dre ar broadoù hoc'h eus treuzet.
N'eo ket gant hon tadoù en deus graet an AOTROU an emglev-se, met ganeomp-ni a zo amañ hiziv, bev holl.