Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellañ, evit anavezout da zoareoù hag evit gouzout kement a rez.
Adlezenn 28:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Benniget e vi ez tont ha benniget e vi ez mont. |
Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellañ, evit anavezout da zoareoù hag evit gouzout kement a rez.
Ro din bremañ furnez ha skiant, evit ma ouezin en em ren dirak ar bobl-mañ. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, ar bobl ken bras-mañ?
a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deñved hep mesaer.
An AOTROU a lakaio da enebourien a savo ez enep da vezañ pilet dirazout; mont a raint a-enep dit dre un hent, hag e tec'hint a-zirazout dre seizh hent.
Lavarout a reas dezho: Oadet on hiziv a gant ugent vloaz, ne c'hellin ken mont na dont, hag an AOTROU en deus lavaret din: Ne dremeni ket ar Jordan-se.