Ha ne oa den ebet ken kaer hag Absalom en holl Israel, ar pezh a oa brudet bras. Adalek sol e dreid betek lein e benn, e oa dinamm.
Adlezenn 28:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a skoio warnout gant goulioù drouk war da zaoulin ha war da zivhar, ha ne c'helli ket bezañ pareet, kement-se adalek sol da droad betek da gitern. |
Ha ne oa den ebet ken kaer hag Absalom en holl Israel, ar pezh a oa brudet bras. Adalek sol e dreid betek lein e benn, e oa dinamm.
Adalek sol an troad betek ar penn n'eus netra yac'h, n'eus nemet gloazioù, bloñsoù ha goulioù bev, ha n'int ket bet louzaouet, na paket, na dousaet gant eoul.
Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.
An AOTROU a skoio warnout gant goulioù an Ejipt, ruzderioù, gal, tagn, na c'helli ket pareañ anezho.
Ar c’hentañ ael a yeas hag a skuilhas e hanaf war an douar. An dud o doa merk al loen hag ar re a azeule e skeudenn a voe skoet gant ur gouli drouk ha poanius.