Marteze va zad a dastorno ac'hanon hag am c'hemero evel un toueller, hag e tennin warnon e vallozh ha nann e vennozh.
Adlezenn 27:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Milliget ra vo an hini a ra d'an dall en em goll en hent! Hag an holl bobl a lavaro: Amen! |
Marteze va zad a dastorno ac'hanon hag am c'hemero evel un toueller, hag e tennin warnon e vallozh ha nann e vennozh.
An hini a laka an dud reizh d'en em goll war un hent fall a gouezho er poull, met an dud onest o devo an eurvad da hêrezh.
An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Ne villigi ket un den bouzar ha ne lakai netra risklus dirak un den dall, rak e touji da Zoue. Me eo an AOTROU.
Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!
Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.