Adlezenn 23:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa dremeni hep ober ur gouestl, ne vo ket a bec'hed ennout. |
Ur stign eo evit an den disklêriañ traoù santel gant skañvadurezh, ha goude ar gouestl enklask c'hoazh.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mar d-eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur.
Pa ez po graet ur gouestl d'an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d'e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d'henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout.
Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloù hag e ri dioutañ, evel ur prof a-youl-vat, hervez ar gouestloù az po graet d'an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoù.
Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentañ eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c'hrozmolas a-enep ar re gentañ.