Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.
Adlezenn 22:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den ne gemero gwreg e dad ha ne zizoloio goloenn e dad. |
Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.
Mar kousk un den gant gwreg e dad, e tizoloio noazhder e dad; bez’ e vint o-daou lakaet d’ar marv, o gwad a vo warno.
Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez gadaliezh, hag ur c’hadaliezh ken bras ma n’eo ket anvet zoken e-touez ar baganed. Evel-se unan ac’hanoc’h en deus kemeret gwreg e dad.
an den en devo kousket ganti a roio da dad ar plac'h yaouank hanter-kant sikl arc'hant, hag e vo e wreg, dre m'en devo he dismegañset, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.
Milliget ra vo an hini a gousk gant gwreg e dad, dre ma tizolo pallenn e dad! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!
Lavarout a reas dezhi: Piv out? Hi a respontas: Me eo Rud, da servijerez. Astenn da sae war da servijerez, dre ma c'hellez va dasprenañ.