Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Lavarout a reas dezhi: Piv out? Hi a respontas: Me eo Rud, da servijerez. Astenn da sae war da servijerez, dre ma c'hellez va dasprenañ.

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 3:9
10 Referencias Cruzadas  

Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.


Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.


Hag e lavaras: Va merc'h, ra vennigo an AOTROU ac'hanout! Ar vadelezh diwezhañ-se a desteniez em c'heñver a zo brasoc'h eget an hini gentañ, pa n'out ket aet war-lerc'h an dud yaouank, paour pe binvidik.


Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon.


E-kreiz an noz an den en doe aon hag en em blegas, rak setu ma oa ur vaouez gourvezet ouzh e dreid.


Da'm meno, ret eo din reiñ da anavezout kement-se dit ha lavarout dit: Pren anezhi dirak ar re a zo azezet amañ ha dirak henaourien va fobl; ma fell dit he frenañ, pren anezhi, ha ma ne fell ket dit he frenañ, disklêr din evit ma ouezin, rak n'eus nemedout a c'hellfe dasprenañ, ha me a c'hell war da lerc'h. Hag e respontas: Me a breno.


An hini a c'helle dasprenañ a lavaras: N'on ket evit dasprenañ, gant aon na foeltrfen va hêrezh. Te, daspren ar pezh a c'hellan dasprenañ, pa n'on ket evit dasprenañ evidon.


Neuze e savas, e stouas he dremm d'an douar, hag e lavaras: Setu, da servijerez a vo ur vatezh evit gwalc'hiñ treid servijerien va aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos