8 E-kreiz an noz an den en doe aon hag en em blegas, rak setu ma oa ur vaouez gourvezet ouzh e dreid.
Boaz a zebras hag a evas, hag e galon a voe laouen; mont a reas da gousket e penn ur bern dremmen. Hi a zeuas goustadik, a zizoloas e dreid, hag en em c'hourvezas.
Lavarout a reas dezhi: Piv out? Hi a respontas: Me eo Rud, da servijerez. Astenn da sae war da servijerez, dre ma c'hellez va dasprenañ.